Logo

openoffice

Amań emań OpenOffice.org 2.0 e brezhoneg !
mouette.jpg
D'ar 1ań a viz Du 2005,

OpenOffice.org 2.0 a zo un dastumad meziantoł bureveg a oa gortozet abaoe daou vloaz, dre ar bed a-bezh, gant hiniennoł, gouarnamantoł ha kevredadoł. Aes eo ober gant OpenOffice.org 2.0 ha mont a ra en-dro gant an dastumadoł bureveg pouezusań. Gantań emań holl c'halloudegezhioł ar meziantoł digor o zarzh. Ouzhpenn ur mollad diaz roadennoł nevez ha barregezhioł XML araokaet, OpenOffice.org a skor ar furmad skoueriekaet etrebroadel OpenDocument a zo bet degemeret evel teul bureveg dre ziouer gant meur a vro, ha gant Stad Massassuchets en Amerika. Muioc'h c'hoazh eget forzh peseurt dastumad meziantoł all, OpenOffice.org a ro d'an dud dre ar bed a-bezh an ostilhoł evit bezań izili emouestlet hag oberiant eus o c'humuniezh.

OpenOffice.org zo bet troet e 36 yezh, ar brezhoneg en o zouez, ha muioc'h c'hoazh a zo da zont. Barrek eo da vont en-dro war Windows, Linux, Solaris, Mac OS X (X11) ha meur a savenn all. Gant OpenOffice.org eo echu gant an diforc'hidigezh etre meziantoł hag an digenvezder ; ha kompezań a ra, en un doare digredus, an dachenn labour. Ouzhpenn-se, dre ma skor ar furmad OpenDocument, savet gant an aozadur skoueriekaat OASIS, n'eus ket da gaout aon, gant OpenOffice.org, rak bezań bac'het gant ar gwerzher pe rak an diamzeriń furmad. Gallout a ra ar furmad OpenDocument bezań implijet gant ne vern pe arload burev, ha reiń a ra tu da welet, da embann ha da voullań teulioł evit ar remziadoł da zont.

OpenOffice.org 2.0 a zegas spi d'an armerzhioł bihan, dre ma c'hellont bremań kaout un hollad meziantoł bureveg en o yezh a zegouezh mat gant o ezhommoł ha gant o barregezhioł arc'hant. Dieupoc'h e vint neuze diouzh interestoł ar werzherien meziantoł perc'hennet.

OpenOffice.org zo o vont da vezań an dastumad meziantoł burev brudetań zo bet gwelet biskoazh er bed a-bezh ; reiń a ra tu d'an implijerien, e surentez ha dre zibab, da gemer perzh en unan eus ar strivadegoł brasań gwelet biskoazh gant kumuniezh ar Genrouedad. « Evel ezel eus ar gumuniezh-se e fell din kas ma gourc'hemennoł gwellań deoc'h », Jonathan Schwartz, Kadoriad Penn Rener Sun Microsystems.

Savet gant ur gumuniezh enni Sun Microsystems, ar skoazeller arc'hant hag ar c'heveler pennań, Novell, Red Hat, Debian, Prolypon, Intel, kement ha tud dizalc'h, goulevourien, troerien, skridaozerien hag arwerzhourien anezho, OpenOffice.org 2.0 a ziskouez berzh, emroüsted, ha barregezh Kumuniezh ar meziantoł digor o zarzh.

Bremań emań Kźr Vienna e-touez ar gumuniezh-se. Kroget he deus da zasparzhań OpenOffice.org en he burevioł. « Laouen omp gant arc'hwelerezh ha perzhded ar meziant OpenOffice.org. Spi hon eus e vo OpenOffice.org e-kerz an holl implijidi zo war hon 18000 post labour », Brigitte Lutz, Kźr Vienna.

Louis Suįrez-Potts, Rener Kumuniezh OpenOffice.org, a zispleg eo « OpenOffice.org 2.0 an disoc'h eus un argerzh kenlabour oc'h emplegań miliadoł a dud a labour e nouspet yezh warn-ugent dre ar bed a-bezh. Diskouez a ra splann ez eo barrek an « Open Source » da genderc'hiń meziantoł uhel o ferzhded hag e c'hell gwarantiń ez int stabil, aes da implijout hag asur, dres ar pezh a c'hortoz an implijerien digant o meziantoł bureveg. ».

Ouzhpenn ar furmad OpenDocument, an etrefas implijer zo bet adtreset hag ur mollad diaz roadennoł nevez zo kinniget gant OpenOffice.org 2.0. Gwellaet eo bet ar skor PDF, araokaet ar mollad taolenner, klokaet enframmadur ar burev ha meur a elfenn all c'hoazh zo bet gwellaet, da dennań splet eus e varregezhioł XML araokaet, evel e amparted da grouiń, da embann ha da implijout XForms en un doare aes.

Gant harp ur mell labour 10 mizvezh sevenet gant tri den a youl vat e c'heller kaout hiziv an dastumad OpenOffice.org 2.0 e brezhoneg ivez. Diouzhtu e c'hell bezań pellgarget an doare 2.0 ofisiel war lec'hienn an Drouizig, http://www.drouizig.org hag a-benn nebeut amzer, gant skoazell Ofis Ar Brezhoneg, e vo dasparzhet an doare adlennet 2.0.1 war CDROM, evit ar skolioł da gentań-penn hag ar vrezhonegerien dre vras war-lerc'h.

Evit kaout muioc'h a ditouroł diwar-benn OpenOffice.org, kit da lenn ar c'hemennadennoł e saozneg war ar bajenn http://www.openoffice.org/press/2.0/index.html

Gant hor gwellań gourc'hemennoł,

Kumuniezh OpenOffice.org

Levrlennadur - Implijet eo bet al levrioł-mań evit an droidigezh vrezhonek :
« Geriadur Brezhoneg », An Here.
« Geriadur ar Stlenneg », Guy Étienne, Preder. (gw. http://www.preder.net).
« Geriadur an Armerzh », Yann-Baol an Noalleg, Preder.
« Geriadur ar Jedoniezh », Yann-Baol an Noalleg, Preder./dd>